Yoann
Yezhoù Bihan
_____________
Yezhoù ma vez graet bihan ac´hanoc´h
Evel at stered o strinkan(tilde) e brozh an noz
Ha petra vefe al loar, hep o skedoù ?
Yezhoù ma vez graet bihan ac´hanoc´h
Evel gwad hag aour, brokedoù ar pradoù
Ha petra vefe ar mor hep o karnoù
Met lanvioù an ec´honder ?
Yezhoù ma vez graet bihan ac´hanoc´h
E-giz inizi, war ar mor bras hadet
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted
Nemet irvi hag irvi, hep diwezh an tonnoù